Dilennadeg miz Meurzh 2026 / Municipales mars 2026.
👇 Lizher kaset d'al listennoù / Lettre envoyée aux candidats 👇
Respontoù e pajenn 1 "RAKGER/ AVANT-PROPOS"
Bec'h d'ar Brezhoneg ! Pont-'n-Abad, d'an 11 a viz C'hwevrer 2026
Strollad brudañ ar brezhoneg, Ar Palud/ La Palue, 29120 Pont-'n-Abad
d'an danvezioù maer
Pal : reiñ e blas d'ar brezhoneg
Itron,
Aotrou,
Savet ganeoc'h ul listenn evit an dilennadegoù-kêr 2026.
Hag
ar brezhoneg ? E-pelec'h emañ en ho programm al lod emaoc'h o
vont da lakaat evit ma chomfe bev ar yezh he deus servijet da sevel
ar vro evel m'emañ ?
Ha koulskoude :
-
ar chañs hon eus da gomz hiriv c'hoazh ur yezh a gaver
roudoù deus outi skrivet ouzhpenn daouzek kantved zo (skridoù war
vein, dornskrid Leyde...) ;
-
pell zo eo bet lakaet ar brezhoneg war listenn ar yezhoù en
arvar gant an UNESCO;
-
embannet eo bet e 2025, e meur a lec'h, e oa bet kollet an
hanter eus ar vrezhonegerien en ur ober 5 bloaz ;
-
sklaer eo ne vo ket posupl saveteiñ ar yezh gant skolidi ar
c'hlasoù divyezhek nemetken.
Erru poent d'an dilennidi kemer o flas e-barzh al labour zo
d'ober evit ma kavfe ar brezhoneg en-dro ur plas da vat e Breizh.
Prest eo Bec'h d'ar Brezhoneg ! da sikour ar c'huzul
ti-kêr nevez evit dont a-benn.
Goulenn a reomp neuze e vefe
- anvet ur c'huzulier e-karg eus ar
brezhoneg hag a c'hellfe bezañ sikouret gant ur bodad tra-kêr ;
- bodet a-raok an hañv ar maer, ar
guzulerien karget eus ar yezh, ar c'helaouiñ, al labourioù ha
rener ar servijoù melestradurel evit
termeniñ ar palioù hag an doareoù da genlabourat.
Lârit deomp, mar plij, ar pezh a sonjoc'h diwar-benn ar
c'hinnig-mañ a-benn an 10 a viz Meurzh. *
Objet : donner sa place à la langue bretonne Aux candidats aux municipales
Madame, Monsieur,
Vous avez
élaboré une liste de citoyens en vue des élections municipales
2026. Quelle est la place, dans votre programme d'axes de travail,
concernant le breton, cette langue qui a façonné notre
environnement ?
-
Pourtant nous avons la chance de pouvoir utiliser encore aujourd'hui
une langue dont les premiers témoins écrits remontent à plus de
douze siècles (stèles gravées, manuscrit de Leyde…) ;
-
pourtant L'UNESCO a rangé depuis longtemps le breton dans la liste
des langues en danger
-
pourtant l'an dernier une étude a constaté la disparition de la
moitié des brittophones lors des cinq dernières années;
-
pourtant il est clair que les écoliers des classes bilingues ne
pourront pas à eux seuls renverser la vapeur.
Il est
temps aux élus de prendre la place qui leur revient pour que le
breton retrouve une place dans notre société. Bec'h d'ar
Brezhoneg ! se met à la disposition du futur conseil municipal
pour y parvenir.
Le
collectif vous demande :
- de nommer un conseiller en charge de la langue bretonne, qui pourrait être épaulé par une commission
extra-municipale ;
- de réunir avant l'été le maire, les conseillers en
charge du breton, de la communication, des travaux et le directeur
des services pour définir les objectifs et les méthodes de travail.
Bec'h ar Brezhoneg ! vous remercie de nous faire parvenir votre décision avant le 10 Mars.
Kas a reomp
deoc'h hor gwellan gourc'hemennoù,
Al lizher-mañ a zo bet kaset da 36 listenn. Cette lettre a été expédiée à 36 listes (au 20/02/2026).
