
Engouestloù / Engagements
Engouestloù
DILENNADEG-KÊR 2020 ha BREZHONEG
Kumunioù gorre ha su ar Vro Vigoudenn _ maread 2020 - 2026
Stad an traoù :
Mallus-mallus eo sikour ar brezhoneg : war roll ar yezhoù en arvar-bras eo bet merket gant an Unesco.
An dilennidi o deus ur perzh a bouez. Harpañ a reoc'h ar yezh en ur sinañ ar skrid amañ dindan.
ENGOUESTLOÙ al listennoù war ar renk e dilennadeg 2020.1. Kerkent ha penn-kentañ ar respet c'hwec'h vloaz nesañ e vo votet ur politikerezh evit ar brezhoneg er gumun gant ar c'huzul-kêr. Ur politikerezh hag a c'haller kas da benn, raktreset ha treuzservij. Gwelet ha klevet brezhoneg er gumun eo ar pal.
2. Petra vo graet ?
-Lakaat ar brezhoneg war wel er gumun :
Brezhoneg-galleg e vo ar panelloù-heñchañ nevez-lakaet bepred (panelloù nevez pe panelloù lakaet e lec'h ar re gozh), an anvioù-lec'hioù a vo graet war o zro a-ziforc'h
- Souten kresk ar c'helenn brezhoneg hag an implij eus ar yezh, evit an holl rummadoù ha dreist-holl evit ar vugale (klasoù divyezhek ha dre soubidigezh, tañva d'ar yezh, obererezhioù troskol hag intrudu er-maez eus ar skol).
- Aesaat an implij eus ar brezhoneg er servijoù d'an dud (skridoù, stummadurioù evit ar c'hopridi youlek).
3. Penaos dont a-benn eus kement-se ?
- Envel un dilennad-dave.
- Sevel ur bodad, a vo
dalc'het bep bloaz d'an nebeutañ, e-karg da ginnig ha da heuliañ an oberoù meneget a-us. Ennañ
e vo tud ar
gumun, dilennidi hag izili "Bec'h d'ar Brezhoneg !".
- Karta «Ya d'ar brezhoneg», kinniget gant Ofis Publik ar Brezhoneg (ur roll oberoù pleustrek) : kaout 2 live ouzhpenn labelaet (an hini kentañ a-benn tri bloaz, an eil a-benn c'hwec'h vloaz).
4. Souten an oberoù-se er gumuniezh-kumunioù, hervez barregezhioù pep strollegezh
Kumun : .................................................................
Anv al listenn war ar renk en dilennadeg-kêr : ................................................................
Anv ha sinadur penn al listenn gouest da sinañ : ...............................................................................
Email
= bec-h-dar-bzhg@bigouter.bzh
-
Site internet = Bec'h d'ar Brezhoneg - Facebook = Bec'h d'ar Brezhoneg