Lizher d'an dud war ar renk
Lizher d'an dud war ar renk evit an dilennadeg-kêr 2020,
Bec'h d'ar Brezhoneg !
Darempredoù : Michel Kerdranvat : 06 78 41 56 07
Reun Tempereau : 02 98 87 33 37
D'al listenn « XXXXXXXXXX »
Esperañs diouzh un tu : skolidi zo a zesk brezhoneg.
Nec'hamant diouzh un tu all : war roll ar yezhoù en arvar bras eo bet merket ar brezhoneg gant an Unesco.
Ar c'henstroll "Bec'h d'ar Brezhoneg !", skoazellet gant aozadurioù all eus ar Vro Vigoudenn a fell dezhañ ober goulennoù ouzh tud eus ho listenn diwar-benn plas ar yezh en ho kumun.
Traoù zo bet kroget gant ar strollegezhioù e Breizh evit ar Brezhoneg, abaoe bloavezhioù. An dud a c'houlenn start kement-se. Kalz a chom d'ober avat c'hoazh ha mallus eo.
Gouestlañ kas da benn an oberoù a gavoc'h o roll er gensavenn a zo da heul, e-kerzh ar respet c'hwec'h vloaz nevez, se eo ar pezh a ginnig "Bec'h d'ar brezhoneg !" deoc'h.
Fiziañs hon eus e vioc'h evit sikour da vat ur yezh vev, pouezus evit al labour hag an ekonomiezh - dreist-holl evit ar re yaouank - , hag a zo ul liamm etre an dud en ho kumun hag er Vro Vigoudenn.
Kasit ho respontoù da «Bec'h d'ar Brezhoneg !, Ar Palud, 29120 Pont-'n-Abad»
a-benn ar 25/02/2020 mar plij, deomp da gelaouiñ hon izili hag an holl.
Komz war-eeun ganeoc'h a rafemp laouen ivez, evit respont da c'houlennoù a savfe ennoc'h pe goude ho respontoù.
A galon,
73 % eus an dud a fell dezho e vo muioc'h a vrezhoneg er skol (TMO, 2018)
Da heul, aozadurioù a skoazell Bec'h d'ar Brezhoneg ! (listenn da vezañ kendalc'het)
==================================================================