Tremeog : Tous acteurs pour Trémeoc - Sonia Bordet

Itron, Aotrou,

Trugarez deoc'h evit ho lizher hag evit ho labour evit mirout ha brudañ ar brezhoneg. Ar strollad "An holl oberien evit Tremeog" a sav ganeoc'h : ar brezhoneg zo ur glad bev, ur binvidigezh sevenadurel hag un doare da ziskouez hon identelezh, evit hor c'humun hag evit Breizh.

Hon engouestloù evit sevenadur Breizh.

Gouestlañ a ra hor c'humun mirout ha talvoudekaat sevenadur Breizh dre veur a ober fetis. Kenderc'hel a raimp da zeskiñ brezhoneg d'ar vugale er skol-vamm, evit lakaat war-wel ar yezh pinvidik hag istorel-se d'ar re yaouankañ. Sikour a raimp ar sport lec'hel hag hengounel : c'hoari « Galoch », asambles gant ar c'hlub e Tremeog, evit derc'hel da vont war-raok. Kenderc'hel a raimp ivez da gemer perzh er Redadeg, ur redadeg kengret evit ar brezhoneg, a vod miliadoù a dud bep eil vloaz.

Evit reiñ muioc'h a blas d'ar brezhoneg, e vo lakaet ar yezh er c'helaouiñ kêr (skritelloù, lec'hienn internet, rouedadoù sokial), evit ma vefe gwelet ha komzet aliesoc'h. Ur fest-noz a vijent laouen da lakaat endro e plas e Tremeog evit bodañ an dud d'ur prantad plijus, tro-dro d'ar sonerezh hag d'an dañsoù Breizh.

Un argerzh kenlabourat

Digor omp da genlabourat gant ho kevredigezh, Bec'h d'ar Brezhoneg !, evit kas war-raok ar pezh a zo bet kinniget deoc'h. Hoc'h anaoudegezh hag hoc'h engouestl a vo ur skoazell vras evit lakaat hon oberoù evit ar brezhoneg da dalvezout e Tremeog.

Asantiñ a reomp neuze d'ho pedadenn d'en em gavout ganeomp a-raok an hañv. Un emvod a vo aozet gant ar maer, an eilmaered hag ar guzulierien evit termeniñ asambles an oberoù da gas da benn evit sevenadur Breizh en hor c'humun.

An holl obererien, evit ma vefe Tremeog ur gumun e-lec'h ma vev ha ma skign ar brezhoneg !

"An holl oberien evit Tremeog"

Madame, Monsieur,

Nous vous remercions pour votre lettre et pour l'attention que vous portez à la préservation et à la promotion de la langue bretonne. La liste "Tous acteurs pour Tréméoc" partage votre conviction : le breton est un patrimoine vivant, une richesse culturelle et un vecteur d'identité pour notre commune et pour la Bretagne.

Nos engagements pour la culture bretonne

Notre commune s'engage à préserver et valoriser la culture bretonne à travers plusieurs actions concrètes. Nous maintiendrons l'initiation au breton pour les enfants en maternelle, afin de sensibiliser les plus jeunes à cette langue riche et historique. Nous soutiendrons activement la pratique de la galoche, en collaboration avec le club de Galoche Tréméocois, pour perpétuer cette tradition sportive. Nous continuerons également à participer à la Redadeg, course solidaire pour la langue bretonne, qui rassemble chaque année des milliers de participants.

Pour renforcer la visibilité de la langue bretonne, nous intégrerons le breton dans les communications municipales (affichages, site internet, réseaux sociaux), afin de valoriser son usage au quotidien. Enfin, nous lancerons une réflexion pour relancer un Fest-Noz sur la commune, afin de recréer des moments de convivialité et de partage autour de la musique et de la danse bretonnes.

Une démarche collaborative

Nous sommes ouverts à toute collaboration avec votre association, Bec'h d'ar Brezhoneg!, pour avancer ensemble sur ces enjeux. Votre expertise et votre engagement seront des atouts précieux pour concrétiser nos actions en faveur du breton à Tréméoc.

Nous acceptons donc votre invitation à nous rencontrer avant l'été. Une réunion sera organisée avec le maire, les adjoints et conseillers concernés pour définir ensemble les actions à mener en faveur de la culture bretonne sur notre commune.

Tous Acteurs pour que Tréméoc soit une commune où le breton vit et rayonne !

"Tous acteurs pour Tréméoc"